CCBot/1.0 (+http://www.commoncrawl.org/bot.html)www.AlLiamm.com : Kelaouenn AL LIAMM
D'ar Gwener 30 a viz Gouere 2010 


 
KELAOUENN SEVENADUREL
E BREZHONEG
Istor AL LIAMM

Difluket eo Al Liamm Tír Na nÓg diwar kengej teir c'helaouenn a oa bet krouet goude ar Brezel : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened. D'ar mare se e oa gwall ziaes kaout paper ha ne oa ket deuet mat embann skridoù e brezhoneg.

E miz Genver 1945 e voe krouet Tír na nÓg e Roazhon gant Ronan Huon ha Paol ar Gourriereg, kelenner e Lise Roazhon. Ronan Huon a oa studier e skol-veur Roazhon d'ar c'houlz-se. Divyezhek e oa nav niverenn gentañ Tír na nÓg (Baradoz ar Gelted, hervez mojennoù kozh Iwerzhon). Ur seurt kannadig e oa e penn kentañ ha lieskrivet e oa ar pemp niverenn gentañ.
Kened a oa bet krouet gant Pêr Denez hag Arzel Even e Roazhon hag Al Liamm a oa bet savet e Pariz gant Pêr ar Bihan hag Andrev Latimier. E brezhoneg penn-da-benn e oa an div gelaouenn-se. Da gentañ e voe un emglev gant Kened hag e 1948 e voe kendeuzet Al Liamm ha Tír na nÓg.

Pa oa deuet er-maez an niverenn 50 e lavare Ronan Huon, rener ar gelaouenn, e oa 465 koumananter. Gant an niverenn kant e oa bet tizhet 500 koumananter. Kalz he deus bevet ar gelaouenn diwar brofoù ar goumananterien vrokus. Paneve se ne vije ket bet anezhi moarvat.

Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 800 koumananter d'ar gelaouenn. A-viskoazh ez eus bet tud a youl vat oc'h ober war-dro ar gelaouenn, ha morse n'o deus bet an disterañ gwenneg evit o labour hag o foan.
Pêr ar Bihan en deus graet war-dro ar merañ e-pad bloavezhioù, skoazellet e oa bet tro-ha-tro gant Loeiz Bihannig, Yann-Bêr d'Haese, Didier ar Go, Erwan Tranvouez, Briag Cherel. Reizhet e veze darn eus ar skridoù hag an notennoù gant Andrev Latimier.

Liesseurt eo bet a-viskoazh ar pennadoù bet embannet e-barzh Al Liamm e-kerzh ar 56 vloaz tremenet. Ouzhpenn 4000 skrivagner zo bet renablet ganeomp. Barzhonegoù a vez hogos bep tro. Re Maodez Glanndour, Roparz Hemon, Ronan Huon, Pêr Denez, Pêr Diolier, Youenn Gwernig zo bet evel-just ha meur a varzh all abaoe.

Troidigezhioù a vez ingal ivez. Evel evit Gwalarn gwechall ez int prenistri digor war ar bed en-dro deomp.
Danevelloù, studiadennoù war al lennegezh (re Reun ar C'halan da skouer), war ar brederouriezh (re Fañch Kerrain) eñvorennoù beaj, pennadoù skridvarn ha notennoù a c'haller lenn ingal. Ul liamm eo an notennoù etre ar vrezhonegerien ha pouezus eo evidomp kaout keleier, lenn lizheroù digant hor c'houmananterien.

Bremañ ez eus 128 pajenn e pep niverenn, da lavaret eo war-dro 800 pajenn ar bloaz. Un niverenn ispisial a vez aozet e-pad an hañv (Niv. 321 : Bro-Skos, Niv. 327 : Brezel e Bro Leon, pezh-c'hoari G. Kervella, da skouer).
Bep tro ivez ec'h embannomp skridoù aozet gant skrivagnerien nevez hag alies nevez-vrezhonegerien pa gav deomp ez eo pouezus evit ar re yaouank gellet lakaat embann o skridoù buan a-walc'h. Ma chomont klozet en armelioù ne dalvezont netra, anat.