D'ar Merc'her 14 a viz Mae 2008 


 
KELAOUENN SEVENADUREL
E BREZHONEG
Tudual huon
Tudual HUON - Dirinonn
   Pennskridaozer ar gelaouenn eo. Lenn ha dibab a ra ar skridoù a-raok o embann, divankañ anezho pa vez ezhomm, ha neuze o c'has d'ar skrivagnerien, abalamour dezho da reiñ o asant. Sevel a ra ivez pennadoù evit an notennoù. Mont a ra e darempred gant ar mouller hag ar genlabourerien all.
Herve Huon
Herve HUON - Lannuon
Teñzorer eo ha frammañ a ra ar skridoù evit an embann ivez.


Herve LATIMIER - Roazhon
   Sekretour ar gelaouenn eo. Dezhañ eo e ranker kas al lizheroù a c'hoantaer lakaat embann. Ingal e kas lizheroù d'an dud ha pennadoù skridvarnerezh a vez savet gantañ ivez.

Per AR BIHAN - St-Maloù
Sevel a ra pennadoù ingal evit an notennoù ha digantañ e ranker goulenn an niverennoù kozh.
Naig
Annaig KERVELLA - Roazhon
    Emañ-hi e karg eus an darempredoù diavez. Sevel a ra pennadoù ingal evit an notennoù ha divanket e vez lod eus ar skridoù ganti ivez.


Sylvain BOTREL - Kallag
Lenn ha divañkañ ar skridoù a ra pa vez ret.

Erwan TRANVOUEZ - Kemper
   Ober a ra war-dro ar skignañ ha kas al liketennoù d'ar mouller.